Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur notre site. Si vous continuez à utiliser ce dernier, nous considérerons que vous acceptez l'utilisation des cookies. En savoir plus ok

Donemat e Bro Baod, e-kreiz ar Mor-Bihan, e Breizh

E stankenn ar Blavezh emañ Bro Baod, ur bamm he dremmvroioù, he sevenadur hag he savadurioù a bep seurt.

Stankenn ar Blavezh a za hec’h anv a stêr kanoliet ar Blavezh, a-eeun gant ar ganol etre Naoned ha Brest (trema morlenn an Oriant).

Evit ar valeerion ec’h eus ur bochad troioù-bale balizennet hervez reoladoù Kevredigezh c’hall ar baleadennoù àr-droad, d’ober anaoudegezh gant an natur hag ar glad tro-ha-tro en ur feson blijus. (sturlevr da c’houlenn gant Ofis an Touristerezh)

Evit ar besketourion, n’eus ket bravoc’h stankenn e Breizh.
Eno e kaver gwazhioù ag ar rumm 1 (gant salmoneged), evel an Evel hag an Tarun, ha gwazhioù ag an eil rumm (gant kiprinideged).

 

 

Savadurioù puilh

Ar c’hroazioù, ar c’halvarioù, ar feutanioù hag ar chapelioù a-vostad a ziskouez pegen bras e oa pouez ar relijion er c’hornad da vare ar Grennamzer.

Bamet e viot gant ar chapelioù, pe e vehent àr ribl ar Blavezh (evel Sant Rien e Bartelame), a-barzh ar roc’h (evel Sant Geltaz e Bizhui) pe kludet àr lein ur votenn (evel Manegwenn e Gwennin), meur (evel Sant Nigouden e Pluniav) pe digenvez, e diaz ur stankenn (ar Gelouid e Mêlrant) peotramant troet en un iliz-parrez (evel Itron-Varia ar Sklaerder e Baod)

Baod zo gronnet gant stankennoù an Evel hag ar Blavezh, ha gant koadoù Kamorzh ha Florañj.

Minotennoù zo evit ober anaoudegezh gant glad bihan ar maezoù (fornoù-bara, puñsoù, feutanioù…), feson dibar an tier-feurm, al loened hag ar plant puilh hag a bep seurt, en un endro gwaredet. Bodoù e-leizh a vo kavet da lojiñ amatourion an touristerezh « naturel ».

Un diazlec’h bageal zo evit ar c’hanoe-kayak. Gwener Kinipili ha kanndi ar Sklaerder zo brudet mat e Baod, mes ken brudet arall eo ar c’h-Cartopole, Mirva Rannvroel ar C’hartennoù-post.

 rue Saint Yves © Mairie de Baud

 

 

E Bizhui ec’h eus savadurioù puilh hag unan a lec’hioù kaerañ ar Blavezh : motenn Kastennoeg. Meur a aspadenn istorel a chom ag an neolitik ha goude-se ag aloubadeg Kastennoeg gant ar Romaned.

Ar re Rivezon o doa lakaet o louc’h àr an dachenn é sevel ur porzh er 15vet kantvlezad hag ur velin brav-eston. 4 chapel strewet dre ar maezoù zo testenioù ag an oberiantiz relijiel boulc’het er 6vet kantvlezad gant daou vanac’h iwerzhonat, sant Bizhui ha sant Geltaz. Kludet edan ur roc’h, àr ribl ar Blavezh, emañ chapel dibar Sant Geltaz. Ur bod bale Plu zo er presbital kozh.

Un dachenn-gampiñ prevez, ur greizenn varc’hegezh hag ur golf a gaver ivez. Ho kas a ray ar minotennoù dre lann ar C’hrannoù betek ur gwel kaer àr ar stankenn.

Rimaison © Mairie de Bieuzy

 

 

E Gwennin e c’heller da gentañ gweladenniñ ar vourc’h, an iliz (18vet k) hag ar c’halvar (17vet k) ha mont goude betek al lenn zo tro-ha-tro dezhañ ur pikol tachad c’hoari : c’hoarioù evit ar vugale, c’hoarioù bouloù, mini-golf, pesketa, minotennoù…

- Lec’h mojennel Manegwenn, gant « maen ar sakrifis », zo bet savet àrnañ chapel Itron-Varia Manegwenn (16vet k), rummet monumant istorel, ha chapel Sant Mikael.

- Àr devalenn an Evel emañ chapel Sant Nigouden, ma c’heller gwelet oberennoù arzourion a vremañ da-geñver « an Arz er chapelioù » bep hañv. E « Keraofred » ec’h eus ur groaz (13vet k) rummet monumant istorel, àrni tresadennoù mentoniel souezhus.

L'église © Mairie Guénin

 

 

 

Dre gumun Mêlrant e tremen ar Sar, gwazh an Houe, gwazh Brandifroud hag ur bochad gwazhioù arall. Àr ribloù ar Blavezh, a-hed bevenn reter ar gumun, e c’heller diskuizhiñ àr ar briennoù pe gant red an dour.

En ardremez m’emañ eo tonket Mêlrant da vout darempredet gant touristed : ur bochad bodoù a-feson ha dic’hortoz a-wezhioù, Kêr ar Blez Mil (ur gêriadenn ag ar Grennamzer), savadurioù a bep seurt (kalvarioù, feutanioù, porzhioù kozh, puñsoù, fornoù-bara ha chapelioù) e-kreiz maezoù glas ha sav-diskenn.

Melinoù evel hini Boterv zo àr ribl ar Sar, e-tal lenn Kerstrakell, e-lec’h ma ‘c’h eus bet kempennet un hentad gant lec’hioù pesketa da zegemer pesketourion divac’hagn pe ampechet.

Melrand © Mairie de Melrand

 

 

 

E Pluniav emañ Sant Nikolaz an Dour, ur gêriadenn douristel ma zo unan, treuzet gant ar Blavezh, ul lec’h a-feson evit an dud a blij dezhe an touristerezh « naturel ».

Gant meur a vinotenn e c’hellot mont a-hed kammdroiennoù ar stêr, krapat gant savioù lann ar C’hrannoù ha mont d’ober anaoudegezh gant ur glad hep e bar : chapelioù (chapel Sant Nigouden, rummet monumant istorel), feutanioù, melinoù, kalvarioù… Tennit gounid ag ar Blavezh evit ober bourrapl en dour : feurmit pedaloioù, kanoeoù, kayakoù ha bagoù-a-dan.

Ar besketerion a gavo minotennoù kempennet a-ratozh a-hed ar ganol ha 2 lec’h evit tud ampechet e Sant Nikolaz hag er C’houard.

E-pad an hañv e vez diskouezadegoù arz er gêriadenn hag ur marc’had produerion ur wezh ar sizhun gant abadennoù.

Port St Nicolas © Mairie Plumeliau

 

 

 

Kumun Bartelame a oa bet krouet e 1867 diàr ziviz Napoleon hag ar c’huzul stad. Un nebeud roudoù a c’heller gwelet c’hoazh er gumun a sevenadurezh ar meurvein, oadvezh an houarn ha marevezh ar Romaned, mes er 17vet kantvlezad e oa krog hec’h istor da vat.

A sant Bartelame e ta anv ar gumun perchañs. Meur a savadur a dalv ar boan o gweladenniñ.

Chapel Sant Rien àr vord ar Blavezh, rummet monumant istorel, gant ar vojenn a lâre e pare diouzh an droug-bouzelloù, chapel Sant Turiav m’emañ serret korf Claude Lorcy, penn ar Chouanted bet lazhet e 1798, chapelioù Sant Fieg, (16vet k) Sant Kaourantin ha Sant Wenn.

Roudoù a brantadoù kalz koshoc’h a chom c’hoazh : « peulvanoù Kernars » (neolitik), « maen-sav galian Kerel » (oadvezh an houarn) – ur maen-sav bolzek tost div donennad enni -, « troioù-brec’h Kerru », « kenkiz Libihan » hag « riboul galian ar Gernevez ».

Saint-Barthélémy© Gildas Jan

 

 

 

localisez

Voir la carte

S'INSCRIRE À LA NEWSLETTER


s'inscrire